
Tresour awenet ha Breizhad penn kil ha troad, magañ a ra Owen Poho karantez evit e vro. E grouidigezhioù a denn awen diouti, o vont eus kadorioù neo-breizhek adkempennet betek kregin-mor fardet gant danvez pe gwial.
Keltiek eo e anv, brezhonek eo anvioù e grouidigezhioù, ha komz a ra kement eus e vro hag eus e labour. Goude e labour anavezet en ajañs ALATO en doa savet e 2006 e krou Owen Poho hiziv an deiz e-unan. Dleout a reer d’an dizainer skedus, stummet en Arzoù-kaer e Brest ha bet kelenner war an arzoù neuziañ er skolajoù Diwan, ar gador vreizhat brudet adsoñjet, ” pell diouzh ar c’hlichedoù, met awenet gant an arz ha graet e danvez ©Corian. Gant ar palmezennoù e vez awenet, gant dantelez ar c’hoefoù bigoudenn e vez roet c’hoant dezhañ da grouiñ, ha gant stumm ar bezhin e vez lakaet da soñjal e-leizh a droc’hoù faou kaer.” O kemer harp war motifoù hendadel Breizh, Owen Poho a adkempenn hag a adtermen ar stummoù hag al livioù en ur implijout danvezioù nevez, en ur virout atav un vent fonksionel. Stummoù kregin XXL savet gant danvez lien evit ar bigi a zeu da vezañ azezennoù mod “lounge” ; paneroù gwial (an dastumad *Aozilh*)—awenet gant stummoù brennig pe kregin…
Ganet eo bet Owen Poho e Naoned e 1973 ha staliet eo e Montroulez abaoe 2022.